Er penn all d’ar bed…

Kangourou2Emañ an ILE DE BATZ o lakaat fun war strad ar mor a-vaez da Aostralia. Un ehan a vo evit cheñch ar skipailh e fin ar miz Ebrel, poent ‘vo distreiñ da labourat ‘m eus aon. Emichañs ‘vo moaien d’ober grallig dindan an heol gor, un tammig evel loened ar vro…

L’ILE DE BATZ pose actuellement du câble au large de l’Australie. Il y’aura une escale pour changer d’équipage fin avril, j’ai bien peur qu’il est temps pour moi de retourner travailler. J’espère que je pourrai coincer la bulle sous le soleil, un peu comme les animaux du pays…

Er poull-sec’h / En cale sèche

– Alo? Ya… Mont ‘ran kuit ‘benn ar sadorn evit lestrañ war an Ile de Batz. Mad eo, pelec’h ‘vo ar vag ha da belec’h ez aio? Dubai, Singapour hag Aostralia… Dispar!

-Allo ? Oui… Je pars samedi pour embarquer sur l’Ile de Batz. D’accord, où sera le bateau et où ira-t’il ? Dubai, Singapour et l’Australie… Génial !

E miz genver am boa resevet ar bellgomzadenn-mañ. Goude daou vizvezh war ar sec’h e vakañsoù: poent oa distreiñ da c’hounit ma zamm kreun. Feiz, echu eo ar goañv evidon ‘soñje din! Distreiñ ‘rin rouzet-mat e miz Meurzh ha krog ‘vo an nevezamzer war ar marc’had! Ma, pevar deiz ‘chom: faotañ ‘ran din dic’hastañ. Kempenn an ti, goullonderiñ ar yenerez dre ma ne zistroin ket ‘raok daou viz d’an nebeutañ, prientiñ ma malizennad gant dilhad evit ar broioù tomm ha mont da weladenniñ ma zud a-raok an disparti. Prest on!

J’ai reçu ce coup de téléphone en janvier. Après deux mois sur la terre ferme en vacances : il était temps de repartir gagner sa croûte. Eh bien, l’hiver est terminé pour moi ! Je reviendrai tout bronzé en mars et le printemps aura commencé en plus ! Bon, il ne reste que quatre jours : faut se grouiller. Ranger la maison, vider le réfrigérateur vu que je ne reviendrai pas avant deux mois au minimum, préparer ma valise pour les pays chauds et rendre visite à mes parents avant le départ. Je suis prêt !

D’ar Sadorn ‘vez lâret din ez eus kudennoù bihan gant paper-mañ-paper hag e vo daleet an disparti. E Pariz emaon ‘forzh penaos. Disul, daleet. Dilun daleet adarre ha betek dimeurzh ‘benn ar fin! Ha setu-me o tegouezhout en aerborzh ha n’eo ket prest ar visa c’hoazh: ret chom da gousket el leti! An deiz war-lerc’h, dimerc’her neuze ‘kemeromp ar c’harr-nij kentañ da zek eur. N’en deus ket bet ur skoliad e visa ha ret-mat dezhañ distreiñ d’e di siwazh! Gallout ‘raio dont e Singapour, marteze…

Samedi on me dit qu’il y’a des petits ennuis avec tel ou tel papier et que le départ sera reporté. Je suis à Paris de toute manière. Dimanche, retardé. Lundi, retardé à nouveau et jusqu’à mardi finalement ! Et voici que j’arrive à l’aéroport mais le visa n’est toujours pas prêt : nous devons rester à l’hôtel. C’est le lendemain, mercredi, que nous prenons le premier avion à 10h. L’élève n’a pas eu son visa et le voici bien obligé de rentrer chez lui malheureusement. Il pourra nous rejoindre à Singapour, peut-être…

Aerouant morgousketGant ur mell A380 hon eus pradet e Dubai, bras-divent ha klinklet kaer an aerborzh. Un den zo o c’hortoz ac’hanomp gant ur c’harr ha ni da vont da Al Hamariyah, ur porzh bihan nepell ac’hann. 45mn gant ar c’harr ha setu ni degouezhet: o lugerniñ ‘mañ al lestr gant an holl gouleier en deñvalijenn, o fraoñval evel un aerouant morgousket ha c’hwezh ar pentur hag an eoul gantañ. Diwezhat eo, poent eo kousket evit bezañ yac’h warc’hoazh.

C’est dans un énorme A380 que nous avons atterri à Dubai, un aéroport énorme et superbement décoré. L’agent nous attend avec un fourgon et nous allons à Al Hamariyah, un petit port non loin de là. 45mn de voiture et nous voilà arrivé : le navire brille de mille feux dans la pénombre, il ronronne comme un fauve assoupi, l’odeur de la peinture et de l’huile en plus. Il est tard, grand temps de dormir pour être en forme demain.

Kuzh-heolEn donvor emaomp an deiz war-lerc’h, o tremen ar strizmor Ormuz da gentañ hag ar meurvor Indez da c’houde. Plijus eo labourat er-maez met plijusoc’h eo c’hoazh pa vez an heol o tiskenn…

Le lendemain nous sommes au large, passant le détroit d’Ormuz tout d’abord avant d’entrer dans l’océan Indien. Travailler dehors est un plaisir mais c’est encore mieux lorsque le soleil descend…

RaymondMont ‘ra an amzer e-biou… Tommder, glav, ne oa ket bet rust ar mor gwech ebet. Luskellet omp bet hep bezañ dihunet: n’eus ket gwelloc’h! Pa oamp o tostaat ouzh aodoù ar Sri Lanka ‘oa deuet pesketaerien e-bourzh ur vagig da welet ac’hanomp. Dindan an heol pik ‘oant hep disheolier ebet hag o c’houlenn boued ‘gav din. Tud paour ma’z int. Ur pichon, Raymond ‘veze graet deusoutañ, ‘oa ganeomp ‘kreiz meurvor Indez, manet kousket e Colombo sur a-walc’h ha dihunet en donvor siwazh! Klasket ‘m eus bouetañ anezhañ gant gwispid ha dour met ne voe ket trawalc’h, goude un nebeut devezhioù n’am eus ket gwelet anezhañ ken… Ur vag ‘kreiz ar meurvor n’eo ket ul lec’h a-feson evit al loened… Gwall bell ‘oa ar gwez hag ar geot siwazh!

Le temps passe… Chaleur, pluie, la mer n’aura jamais été trop agitée. La nuit, nous sommes bercés sans être réveillés : il n’y a pas mieux ! Lorsque nous approchions des côtes du Sri Lanka, une toute petite embarcation de pêche est venue nous voir de près. Ils étaient sous le soleil au zenith sans protection et je pense qu’ils venaient nous demander des provisions. Pauvres gens. Raymond, un pigeon, nous a accompagné une bonne partie du voyage. Probablement assoupi à Colombo mais réveillé en pleine mer malheureusement pour lui. J’ai bien tenté de le nourrir avec des biscuits et de l’eau mais ce ne fut pas suffisant, et je ne l’ai plus revu au bout de quelques jours… Un navire en plein océan n’est pas un lieu des plus accueillant pour les animaux… Les arbres et la verdure sont bien loin !

SingapourHa goude tost da deir sizhun war vor, sed-aze ac’hanomp degouezhet e Singapour. Nag a listri tro-dro deomp, ur gwir kroazhent-tro evit ar c’henwerzh etrebroadel eo!

Et après trois semaines en mer, nous arrivons à Singapour. Que de navires aux alentours, c’est un vrai carrefour du commerce international !

Ha deomp dezhi evit div sizhun o kargañ fun, noz ha deiz. Skuizhus-tre ‘oa dre ma ne c’hellen ket mont er-maez: o labourat start 12 eurvezh hep ehan, ne deuen ket a-benn kavout ar c’hoant da vont er-maez div pe deir eur c’hoazh goude-se, mont da gousket diouzhtu ne lavaran ket. Pemzek deiz war-lerc’h ‘voe echu ar c’hargañ. Ar wech kentañ evidon da vont er-maez, aet oan gant ar bus da brenañ chokolad hag ur banne bier, sed-aze holl.

Et c’est parti pour deux semaines de chargement, nuit et jour. C’était épuisant car je ne pouvais pas sortir : je travaillais dur 12h sans m’arrêter, je ne parvenais pas à vouloir sortir deux ou trois heures après ça, je n’avais qu’une envie : aller dormir dans la foulée. Je suis sorti pour la première fois après le chargement, 15 jours plus tard. Parti avec le bus acheter du chocolat et une cannette de bière, voilà tout.

 N’emaomp ket amañ evit fouetañ bro pe straniñ… Deomp d’ar poull-sec’h! Ar chanter bras-se ‘bado teir sizhun, o labourat start bemdez, dindan an heol gor. Un douger-endalc’herioù ‘zo ganeomp er poull-sec’h evit cheñch e viñs-tro.

Nous ne sommes pas là pour flâner… C’est parti pour la cale sèche ! Ce chantier durera trois semaine, travaillant dur tous les jours sous le soleil de plomb. Un porte-conteneurs est avec nous dans le bassin pour remplacer son hélice.

skrabañDizoloet hon eus pegen lous ‘oa ar c’houc’h… Ur sapre labour ‘oa bet da dennañ ar c’hregin, n’eus netra d’ober ‘met skrabañ! 

Nous avons alors découvert l’état lamentable de la coque… Ce fut un sacré travail de retirer toutes ces salissures, le seul moyen est de gratter !

 

eorKouc'hSingapour-Noz

Troioù-kaer an Ile d’Aix

Lestr war ar c'haeAn Ile d’Aix a zo o c’hortoz e Calais, prest da vont kuit atav. Adkavout ‘ran ma lestr muiañ karet e deroù Miz Eost. Pegen brav eo, ha kaeroc’h c’hoazh gant ar glas nevezflamm-se war ar c’houc’h! Chom ‘rimp teir sizhun war ar c’hae o c’hortoz, o kempenn al lestr, o tresañ kefluskerioù, o livañ, kement zo evit chom hep kavout re hir an amzer a-benn ar fin.

L’Ile d’Aix est en stand-by à Calais, toujours prêt à partir. Je retrouve mon navire préféré début août. Je le trouve vraiment très beau, encore plus avec cette peinture de coque toute neuve ! Nous resterons trois semaines à quai à attendre, entretenir le navire, réparer des machines, peindre, tout ce qui peut nous occuper afin de ne pas trouver le temps trop long finalement.

bouedEmañ ur fun o vont da vezañ lakaet e mor baltek gant al lestr Ile de Bréhat, adalek Helsinki betek Rostock e bro Sveden. A-raok lakaat ur fun war strad ar mor ez eo ret naetaat ha kempenn an hent gant ur grapinell. Setu ar pezh emañ an Ile d’Aix o vont d’ober e-pad an tri miz a zeu. Diborzhiañ a reomp ‘ta war-zu bro Finland goude bezañ karget boued ha pezhioù-erlec’hiañ e-leizh.

Une pose de câble est prévue en mer baltique, à partir d’Helsinki jusqu’à Rostock en Suède. La pose d’un câble nécessite de nettoyer la route à l’aide d’un grappin auparavant, c’est la mission confiée à l’Ile d’Aix durant ces trois prochains mois. Nous appareillons donc pour la Finlande après avoir effectué le plein de vivres et de pièces de rechange.

Kanal KielPa vezemp o treuziñ ar ganol Kiel, e-kreiz an noz nebeut goude ar skluz kentañ, ar c’habiten en deus resevet ur bellgomzadenn o c’houlenn groñs outañ mont war-zu enez Eusa ar buanañ ar gwellañ. Gaouet eo ar fun Apollo, an hini a zo etre Lannuon hag ar Stadoù-unanet, hag a rank bezañ dreset hep dale. Ne c’hellomp ket gortoz mont er-maez eus ar ganol. Gant-se eo divizet ober hanter-dro. Morse n’eo ket bet graet hanter-dro e-mod-se gant ul lestr ken bras e-kreiz ar ganol. Ne chome nemet ur metrad bennak dirak hag a-dreñv! Sed-aze ac’hanomp o vont da Eusa d’an daoulamm. Desket ‘vo diwezhatoc’h e oa bet troc’het e daou damm ar fun gant ur vag pesketa.

Lors du passage du canal de Kiel, en pleine nuit peu après la sortie de l’écluse, le commandant reçoit un appel téléphonique lui demandant de se rendre au large d’Ouessant le plus rapidement possible. Le câble “Apollo” reliant Lannion aux Etats-unis est endommagé et doit être réparé rapidement. Nous ne pouvons pas attendre de sortir du canal, la décision est alors prise de faire demi-tour. L’Ile d’Aix est à ce jour le plus grand navire ayant effectué cette manoeuvre dans le canal de Kiel ! Il ne restait que quelques mètres devant et derrière. Nous voici alors en route à pleine vitesse vers Ouessant. Nous apprendrons quelques heures plus tard que le câble fut sectionné par un navire de pêche.

Ar funN’eo ket luziet an dresañ. Tremen a reomp ur sizhunvezh evelkent rak ar pratik a fell dezhañ enlakaat ur fun tev-bras. Start eo an deleuñviñ. Ha gwasoc’h c’hoazh: fall eo an amzer hag ar mor, ret e vo deomp gortoz muioc’h a 24e a-raok gallout labourat.

La réparation reste classique, nous y passons tout de même une bonne semaine car le client exige d’insérer une section de câble particulièrement importante. La manutention est difficile. Le mauvais temps au large de Ouessant en ce mois de septembre n’arrange rien : nous resterons d’ailleurs en stand-by météo plus de 24h.

Ermaez Kanal KielPa vez echu ez eomp war-zu Helsinki adarre. Tremenet eo ar ganol Kiel betek ar penn… Dizoloet e vez ar mor baltek abred diouzh ar beure. Tremen a ra an deizioù hag e tegouezhomp e Helsinki a-benn ar fin, lec’h ma chomimp 3 devezh. Peadra da ziskuizhañ, bale ha debriñ en ur preti. Mont a reomp kuit ‘ta evit kempenn hent ar fun. Distreiñ ‘rimp e Helsinki ur miz diwezhatoc’h.

Une fois la réparation terminée nous faisons à nouveau route vers Helsinki. Nous traversons le canal de Kiel… en entier et découvrons la mer baltique au petit matin. Les jours passent en mer et nous arrivons finalement à Helsinki où nous resterons 3 jours. Largement de quoi se détendre et profiter de cette escale. Nous appareillons alors afin de commencer le nettoyage de la route du futur câble, la prochaine escale sera à Helsinki un mois plus tard.

Detrencher Padout a ra 12 eurvezh an devezioù labour evit ma c’hellfe labourat al lestr hep ehan. Pa vez fall an amzer a-wechoù eo skuizhus ha start an traoù war ar pont. An avel yen, ar glav, ar vag o fiñval gant an houl… Ar vartoloded a labour en diabarzh pa vez re fall an amzer. Ha peadra zo d’ober gant ar spisoù, an torchoù-treid pe fardoù bihan e kanab. Dilestrañ a ran e Helsinki goude war-dro 3 mizvezh e-bourzh.

Torch-treidLes journées de travail durent 12h afin que le navire puisse travailler sans interruption. Les conditions météo rendent parfois la manutention pénible : le vent froid, la pluie, les mouvements de houle fatiguent davantage. Lorsqu’il pleut trop, les matelots s’occupent à  l’intérieur. Le travail ne manque pas entre les épissures et la confection de badernes ou de petits cordages en chanvre. Je débarque finalement à Helsinki après environ trois mois de bord.

Krapinell

War ar c'hae e HelsinkiSpisoù

Meurvor Indez adarre!

Goude bezañ tremenet daou viz war ar c’hae, o kargañ 4000km fun e Calais, aet on da vro-Kanada e vakañsoù. Al lestr Ile de Sein a zo o verdeiñ war-zu Djibouti evit lakaat ar fun-se war strad ar Meurvor Indez. Ha me a zo o vont da lestriñ e Djibouti d’an 18 a viz Ebrel. Hir ‘vo ar wech-mañ : war-dro 4 mizvezh. Ar wech diwezhañ a-raok mont d’ar skol e Naoned! Ken diwezhatoc’h war an douar-patatez-mañ…

Après avoir passé deux mois le long du quai à charger du câble à Calais, je suis parti en vacances au Canada. Pendant ce temps là, le câblier Ile de Sein navigue vers Djibouti afin de poser ce câble sur le fond de l’océan Indien. Et moi j’embarquerai à Djibouti le 18 avril. Ce sera long cette fois-ci : environ 4 mois. La dernière fois avant la 5ème année à Nantes ! À plus tard sur le plancher des vaches…

A-vaez da Somalia – Au large de la Somalie

Evel m’em boa prometaet, sed-amañ ur pennad-skrid diwar-benn ma fennad-lestrañ diwezhañ a zo bet lec’hiet eus pep tu ar c’heheder, e Meurvor Indez.

Comme promis voici un petit compte-rendu de mon dernier embarquement qui s’est finalement déroulé en grande majorité de part et d’autre de l’équateur.

Lestrañ ‘ran war al lestr Ile de Sein e Algeciras e-lec’h ma ra un ehan berr goude bezañ treuziet ar Meurvor Atlantel. Mont a reomp kuit diouzh an noz ha treuziñ ar strizh-mor Gibraltar zo evidon. Ne oa ket aes goude daou viz o tiskuizhañ, mat ar jeu avat. Ma ‘m boa gouezet em bije klasket profitañ un tammig muioc’h rak ne vo ket gwelet bigi a-raok pell…

Je rejoins le navire Ile de Sein à Algéciras où il fait une courte escale après avoir traversé l’atlantique. Nous appareillons de nuit et la traversée de Gibraltar tombe sur moi, un peu stressant après 2 mois de repos mais tout se passe bien. Si j’avais su j’en aurai peut-être plus profité car nous ne verrons plus de bateau de si tôt…

Golfe de Suez

N’eus ket bet kudenn ebet e-pad treuziñ ar mor Kreizdouarel ha degouezhout a reomp e Kanol Suez goude 6 devezh war vor. Prest eo ar pakadoù sigaretennoù ha prennet ar c’hambroù… N’eus ket c’hoarvezet kalz a dra estreget un den kouezhet er mor diouzh ar vag lec’hiet dirazomp ! Pleg-mor Suez zo un dro da gargañ boued ha mont a reomp war-zu ar su dre ar mor Ruz, gant un dislonkadenn volkanek eus ar c’hentañ war an hent !

La traversée de la Méditerranée se passe sans encombres et nous arrivons au canal de Suez après 6 jours de mer. Les cartouches de cigarettes sont prêtes, les cabines fermées à clefs… Pas d’événement particulier si ce n’est un homme tombé à la mer du navire situé juste devant nous ! La remontée des canotiers aura été un peu brutale certainement. Le golfe de Suez est l’occasion pour nous de charger quelques vivres en route et c’est parti pour la descente de la mer rouge, avec une très belle éruption volcanique en prime.

Lavaret zo d’ar skipailh a-bezh emaomp o vont da labourat en ul lec’h dañjerus-kenañ, kalz a breizherien-vor ennañ. Pleustriñ ‘raio ar skipailh meur a wech, fuzuilherien-vor ‘lestro e-bourzh e Djibouti met dav eo deomp treuziñ ar strizh-mor Bab-el-Mandeb, anavezet mat evit e argardoù ingal ! Gant-se e eomp war-zu Djibouti gant an aon d’an daoulamm : 12 skoulm ! Evit gwir n’eo ket gwall founnus al listri-funiñ dre ma n’eo ket o fal kentañ. Evit lakaat keñver-ha-keñver, un douger-endalc’herioù a c’hell mont da 25 skoulm.

Tout l’équipage est informé que nous allons travailler en zone à haut risque de piraterie. Plusieurs exercices seront menés, des militaires Français doivent embarquer à Djibouti mais nous devons d’abord traverser le détroit de Bab el Mandeb, connu pour ses attaques répétées ! C’est donc avec une certaine appréhension que nous faisons route vers Djibouti à la vitesse maximale : 12 nds ! Les câbliers sont en effet des navires particulièrement lent en route puisque ce n’est pas leur but premier, en guise de comparaison un porte-conteneur atteint au moins 25 nds.

DelfinedGwall verr eo an ehan e Djibouti : adal ma’z eo bet lestret ar soudarded hag ar saverien kartennoù-mor ez omp aet kuit da destiñ an dafar. Mont a reomp dre an trepas etrebroadel (IRTC) dindan evezh ar morlu. P’emañ an holl listri kenwerzh o vont war-zu ar Reter-pellañ, mont a reomp war-zu ar Su goude an enez Socotra a-hed aodoù ar vro-Somali. Ha setu ac’hanomp e-kreiz un NO MAN’S LAND ! Ne welimp den ebet e-pad meur a zeiz nemet ur balum bennak ha bankadoù toun. Ne ket gwall douristel aodoù ar vro-Somali war ar seblant.

L’escale à Djibouti est express : à peine le temps d’embarquer nos 15 militaires et l’équipe d’hydrographes canadiens que nous partons dans la foulée pour des essais en mer. Nous empruntons le corridor international (IRTC) sous la surveillance des frégates militaires. Alors que tous les navires de commerce continuent leurs routes vers l’Asie, nous prenons la direction du Sud après Socotra : et nous voici dans un véritable No Man’s Land ! A part quelques baleines et bancs de thon, nous ne verrons absolument personne pendant plusieurs jours. Il faut croire que les côtes Somaliennes ne sont pas touristiques.

Ha deomp dezhi evit ur mizvezh o studiañ an danvor gant dafar eus ar c’hentañ : sonter ha sonar ramoket. Mont a raimp ‘tal Modagishio tost da 500m pa n’ez ae ket donder ar mor muioc’h evit 15m ! D’ar mare-se, aon o doa ar soudarded bezañ argadet eus an douar ! Dre chañs n’eus bet kudenn ebet, gwelet hon eus un darzhadenn ha tennoù fuzuilh avat…

Et c’est parti pour un mois de relevés hydrographiques avec du matériel haute technologie : sondeur grand fond multi-faisceaux et sonar remorqué. Nous ferons des passes jusque 500m de Mogadishio dans une profondeur d’eau n’excédant pas 15m. A ce moment, la plus grande inquiétude de notre équipe de protection n’était pas l’attaque maritime mais plutôt un attentat terrestre, un tir d’artillerie par exemple. Mais bien heureusement il ne s’est rien passé, mis à part une explosion de dépôt de carburant et quelques balles traçantes (quand même !).

Poent eo cheñch ul lodenn eus ar skipailh ha kargañ boued. N’eo ket posupl mont ‘kost ar c’hae e Somalia, gant-se ez eomp da bPort-Victoria e Seychelle. Ne vo ket hir an ehan adarre, un eurvezh bennak nemetken. Koulskoude, pa’z eo tapet dale gant al labourioù dindan vor e rank ar skipailh nevez gortoz ac’hanomp ‘pad daou zevezh… amzer da ziskuizhañ war an tammig baradoz-mañ !

Il est temps de faire une relève partielle de l’équipage et quelques vivres. Pas question d’aller à quai en Somalie, nous nous dirigeons donc vers Port-Victoria aux Seychelles. Là encore l’escale ne durera que quelques heures. Cependant le navire ayant pris du retard, les embarquants durent patienter pendant 2 longues journées… masque, tuba et farniente : dur ! La pose du câble s’est déroulée sans encombre, quelques difficultés tout de même avec le courant Somalien (effet de la Mousson) très fort à cette période de l’année.

Leti Djibouti

Dilestrañ ‘ran e Djibouti, ul lodenn eus ar skipailh ganin. Diskuizhañ ‘reomp en ul leti brav ha plijus a-raok tremen an nozvezh er c’harr-nij, war-zu Paris ! Ne vo ket ken brav a-hont hag amañ se zo sur ! Kenderc’hel ‘raio al lestr he hent war-zu Calais evit kargañ fun, da vezañ lakaet etre an Indez hag ar pleg-mor Persik.

Je débarque à Djibouti avec une bonne partie de l’équipage. Nous profitons d’un bel hôtel avant de passer la nuit dans l’avion qui nous ramènera à Paris. Choc thermique assuré ! Le navire continuera sa route vers l’Angleterre à vitesse économique avant de revenir à Calais charger du câble pour une prochaine mission entre l’Inde et le golfe persique.

N’eus ket bet ehanoù e-leizh e-pad ar pennad-lestrañ-mañ : chomet on e-bourzh e-pad muioc’h a zaou viz… Plijus-kenañ eo bet eus un tu all.

Cet embarquement n’aura pas brillé par ses escales puisque je n’ai pas mis le pied à terre entre Algéciras et Djibouti durant plus de 2 mois. Cependant il fut enrichissant d’un point de vue professionnel car la conduite du navire n’était pas aisée avec le courant océanique très puissant et le matériel remorqué en eau peu profonde. Encore une expérience de plus !

Fuzuilh

Fallaen war an Heol

Arar

Meurvor Indez !

SeychellesEchu eo ar vakañsoù gant an hañv ! N’eo ket fall : ar glav hag an amzer fall a zo o tont ha me ‘zo o vont kuit…  Heol ‘vo sur a-walc’h : lestrañ ‘rin e-bourzh an ILE DE SEIN e Algeciras. War-zu ar meurvor Indez goude-se dre ar ganol Suez. Notenn da-heul gant luc’hskeudennoù ! Kenavo ur wech all.

Les vacances se terminent avec l’été ! Ce n’est pas mal : le temps pluvieux arrive et je m’en vais… Il y aura certainement du soleil : j’embarquerai sur l’ILE DE SEIN à Algéciras. Direction l’océan Indien par le canal de Suez après ça. Prochain post avec photos ! A la prochaine.

Stand-by in Calais

ROVEmbarquement à Calais sur le câblier ILE D’AIX. Le bateau est en stand-by pour toute la zone atlantique nord et la mer du Nord. Nous partirons d’ailleurs sans tarder réparer un câble à… 3h de route de Calais, en plein DST (Dispositif de Séparation du Trafic) ! Cette réparation s’est avérée compliquée car les courants de marée étaient très forts et le câble très bien ensouillé par endroit. Notre petit ROV a eu fort à faire !

Une semaine de travail et nous voilà de retour à Calais, on change de quai pour l’occasion et nous nous retrouvons en plein centre-ville, à moins de 5mn à pied de la place d’armes.  Mais nous repartons en vitesse une semaine plus tard, vers l’Ecosse cette fois-ci ! Un chalutier a remonté un câble dans ses filets et n’a pas eu d’autre choix que de le couper… au chalumeau !

MacduffIl nous faut 2 jours pour arriver sur zone, 2 jours de mer bien appréciables ! Petit détour vers Macduff pour embarquer deux clients au vol. La côte Ecossaise se dévoile sous un soleil magnifique, nous avons de la chance car les jours suivants seront complètement bouchés.

La mission se révèle assez simple et nous rentrons rapidement à Calais. Le bateau ne bougera plus jusqu’à mon débarquement : presque un mois ! Le jour même, la bateau appareilla pour aller relever un vieux câble en atlantique : au moins un mois de travail, content de débarquer !

Feu d'artifice à CalaisGuide boatIle d'Aix

En tu all eus ar Mor Atlantel

Puerto PlataWar ar c’hae nemetañ eus porzh Puerto Plata eo ‘adkavan an Enez Vriad goude ur veaj hir hag un nozvezh en ul leti. Disul zo ha gallout ‘ran mont da vale ha profitiñ eus an tiez brav-se. Koumoulet eo an oabl, plijus eo an tommder avat. Muioc’h c’hoazh pa soñjan ‘oan aet kuit eus Brest gant an erc’h !

C’est après un long voyage et une nuit d’hôtel à Puerto Plata que je retrouve l’Ile de Bréhat sur l’unique quai du port. Je profite du dimanche après-midi pour me balader et admirer ces jolies maisons colorées. Le ciel est couvert mais la chaleur est très agréable, surtout après un départ de Brest sous une averse de neige !

CharrueMeur a sizhun a zo ret evit tizhout Jacksonville e Florida, graet eo ar staliañ-fun etre 0,5 ha 5 skoulm hervez doare ar fun ha strad ar mor. Dindan 1000m donder ‘vez implijet an arar evit gwareziñ ar fun diouzh ar besketaerien. Gant-se hon eus gallet sellet ouzh pesked mor an drovanoù !  N’hon eus ket bet amzer da hirvoudiñ gant ar baoted, rinkined hag ar glazenned, ar re-mañ zo eus ar c’hwekañ pa lavaran mat !

RequinPlusieurs semaines sont nécessaires afin de rallier Jacksonville en Floride, la pose de câble s’effectuant entre 0,5 et 5 noeuds suivant le type de câble et la nature des fonds. La charrue est utilisée à partir de 1000m afin de protéger le câble des engins de pêche. Ces vitesses très faibles nous ont permis d’observer la faune des tropiques. Nous ne nous sommes pas ennuyés entre les tortues, requins et dorades coryphènes. Ces dernières sont d’ailleurs délicieuses !

Kuzh-heolChom ‘ra teir sizhun a-raok dilestrañ, amzer da staliañ ur fun all etre Miami ha bro Mec’hiko. Hag en tu all eus ar Mor Atlantel eo, etre Cuba ha bro Mec’hiko am eus kejet gant ar Jeanne Marie. Mekanikourez eo ma mignonez e-bourzh ha gallet hon eus kaozeal gant ar radio VHF. Bihan eo an douar-patatez-mañ ! Dilestrañ ‘raimp an deiz war-lerc’h e Cancun. Mont ‘rin kuit eus bro Mec’hiko dindan un dourbil a c’hlav, distro war-zu Breizh e-lec’h m’emañ an amzer o wellaat, poent e oa e deroù miz Even !

Il reste environ 3 semaines avant de débarquer, tout juste le temps de poser un autre segment de câble entre Miami et le Mexique. Et c’est de l’autre côté de l’Atlantique, entre Cuba et le Mexique que j’ai croisé le Jeanne Marie à mois d’un 1 mille ! Ma copine est mécanicienne à bord et nous avons pu nous parler à la radio VHF, on peut dire que le monde est petit ! Le lendemain nous débarquons sur rade de Cancun. C’est sous une pluie torrentielle que nous quitterons le Mexique, retour vers la Bretagne où les températures commencent tout juste à remonter.

AMX1 (15 of 40)AMX1 (28 of 40)

Puerto plata !

Echu eo ar vakañsoù : lestrañ a rin e Puerto Plata ‘benn dibenn ar sizhun, ret eo gounit e damm bara! Skrivañ ‘rin ur pennad e miz Even gant ul luc’hskeudenn bennak. Kenavo ‘lavaran deoc’h ‘ta ha kenavo d’an amzer lous! Distreiñ ‘rin d’ar vro e miz Even.

Dominican_Republic_(orthographic_projection)Les vacances se terminent : embarquement à Puerto Plata pour la fin de la semaine, il faut bien gagner sa croûte ! J’écrirai un article au mois de Juin avec quelques photos. Je vous dis au revoir donc et au revoir à la grisaille ! Je serai de retour au mois de Juin.

Troioù-kaer an Enez Vriad

OLYMPUS DIGITAL CAMERAPa oa ar vag oc’h adaozañ ur fun danvor e-kreiz ar strizh-mor Gibraltar e oa aet ar grapinell ‘barzh ur viñs-tro! Da-c’houde ur selladenn gant splujerien e morlenn Algeciras, divizet ez eus bet tennañ ar viñs-tro ar buanañ posupl evit adaozañ anezhi ha lavaret zo bet dimp mont da Vrest er poull-sec’h.

OLYMPUS DIGITAL CAMERALors d’une réparation d’un câble sous-marin dans le détroit de Gibraltar, le grappin s’est pris dans une des hélices. Suite à une inspection effectuée sur rade d’Algéciras par des plongeurs, la décision est prise de réparer cela au plus vite. Après négociations, nous recevrons l’instruction d’aller en câle sèche à Brest.

Degouezhout ‘reomp a-vaez da Vrest re abred hag ‘blam d’an amzer fall eo ret deomp kavout un eorlec’h a-zoare. C’hweziñ ‘ra an avel vervent betek 50 skoulm er fourradoù ha dibabet ‘eo mont da zizaveliñ e bae Douarnenez, ‘tal an enez werc’h nepell diouzh Morgad. Plijet ‘vefen bet mont d’ar fes ‘tal Kameled, dizavelet mat-kaer diouzh an avel su ha mervent, met ne oa ket don a-walc’h hervez ar c’habiten.

Nous arrivons sur zone quelques jours trop tôt et avec le mauvais temps il faut trouver une bonne zone de mouillage. Les vents de suroît soufflent jusque 50 nds dans les rafales et nous choisissons de nous abriter en baie de Douarnenez, en face de l’île vierge. J’aurai bien aimé venir dans l’anse de Camaret, très abritée des vents de sud et suroît mais la hauteur d’eau n’était pas suffisante selon le Commandant.

E-kreiz an noz, gant un avel da zibluskañ ar mor, torret ar chadenn! Ar vag a zo o trivañ buan. Al letanant diouzh kard ‘lak ar c’heflusker da vont en dro evit stabilaat al lestr ; pemp munut diwezhatoc’h eo mestroniet an drivañ : 4e diouzh ar beure eo. Muioc’h a spont eget a c’hloaz, n’emañ ket pell an aod. Echu ‘vo an nozvezh e-tal Douarnenez evit en em zizaveliñ diouzh an avel Su hep leuskel an eor (chom ‘ra ar vag difiñv gant sikour ar c’hefluskerioù nemetken Dynamic Position). Goude an abadenn-mañ e c’hello ar vag hag ar skipailh gortoz e Brest ouzh ar c’hae!

Durant la nuit, avec un vent à décorner les boeufs, la chaîne casse ! Le navire dérive rapidement. Le lieutenant de quart aura mis les machines en avant pour stabiliser le bateau et en moins de 5mn la situation est sous contrôle, il est 4h du matin. Plus de peur que de mal, la côte n’est pas loin. Nous finirons la nuit en face de Douarnenez en positionnement dynamique pour mieux nous abriter des vents de sud. Après cette mésaventure, nous aurons la chance de patienter à quai à Brest !

DSC00792A-raok mont-tre er poull-sec’h ‘oamp aet en-dro da vae Douarnenez evit adtapout hon eor hon-unan. Gallout ‘ra al listri funiñ ober traoù ‘mod-se. Ret ‘oa sachañ war an eor betek 50t evit e zilec’hidañ, pa ne bouez nemet 5t anezhañ!

Avant de rentrer en câle sèche nous sommes reparti en baie de Douarnenez récupérer notre ancre par nos propres moyens. Les cabliers étant des navires qui permettent ce genre d’opération. Il aura fallut tirer jusque 50 tonnes pour désenvaser l’ancre qui n’en pèse que 5…

DSC00797